A información xeral do Observatorio
Brezhoneg
Arvestva Yezh Galiza
Degemer mat deoc’h war bajenn web Arvestva Yezh Galiza. Tu a vo deoc’h kavout amañ titouroù dedennus diwar yezh dibar Galiza, ha diwar al labour bet graet betek-hen gant an Arvestva.
Savet eo bet Arvestva Yezh Galiza e 2007, diwar emlusk Sekretourva meur Politikerezh yezh Gouarnamant emren Galiza, da gentañ e sell da gaout titouroù diwar an dachenn, a-zivout stad yezh Galiza, er gevredigezh e Galiza; an titouroù-se eo a c’hallit kaout war ar bajenn-mañ.
Ouzhpenn-se, e vo kavet ganeoc’h, e-mesk traoù-all, titouroù diwar yezhoù Spagn ha reoù ar bed. Arvestva Yezh Galiza a glask neuze da genlabourat evit diskouez liested yezhoù ar bed ha da luskañ ar yezhoù rannvro ha minorelezhaet. Feal d’ar pal-se, ez eus un ispajenn web, adwelet bemdez, gant titouroù diwar buhez ar yezhoù er bed, ha gant ur c’hannadig elektronek ha sizhuniek.
Evel-henn neuze, ez oc’h pedet ganimp da zigeriñ hor pajenn web dre unan eus ar yezhoù-mañ : Galizeg ha kastilhaneg, ha da lakaat hoc’h anv da gaout ar c’hannadig. M’ho peus c’hoant muioc’h a didouroù diwar Arvestva Yezh Galiza, skrivit dimp da info@observatoriodalinguagalega.org.
Testenn bet gant Jakez Gaucher
Boletín
Subscríbase ao boletín
